Feskennad

Kastizañ bugale er Grennamzer.
Tresadenn e 1860.
An tersad, gant Giorgio Conrad
Tad o tersata e vugel, gant Martin Van Maele, 1905
Feskennad er skol, e 1935, en Alamagn

Ur feskennad, pe un tersad, a oa ur c'hastiz bihan a veze roet gwechall er gêr d'ar vugale na oant ket fur pe na sentent ket ouzh o zud. N'eo ket aet ar boaz da beurgoll e Breizh, met n'eo ket un dra ordinal degemeret ken evel betek dibenn an XXvet kantved, hag abaoe dibenn ar bloavezhioù 1960 ne vez roet er skolioù ken.

Roet e veze ar feskennad hep divragaouañ ar vugale peurvuiañ, hogen a-wechoù e vezet diskennet ar bragoù. Peurvuiañ e veze skoet gant an dorn hogen a-wechoù gant ur wialenn, ur gouriz, bleñchoù koad bezv, pe gant linad zoken.


Developed by StudentB